Nobl, al leon, a skrivas goude d’al loened fura ha gouizieka eus e rouantelez, hag a lavaras d’ezo dont
d’e balez evit gouzout penaos ha pe vare e vije bet kastizet Alanig.
An aotrounez a zegouezas an deiz war-lerc’h, hag e voe divizet etrezo e vije bet kemennet da Alanig dont d’ar palez d’e dro, evit renta eur gweled d’ar roue, hervez ma oa dleet. Eur wech degouezet er palez… o ! neuze…
Lom, an arz, a voe karget da gas ar c’helou d’ar muntrer.
A-raok ma ’z eas kuit, Nobl a lavaras d’ezañ :
« Me, ar roue, me a gemenn d’eoc’h senti penn-da-benn ouz va gourc’hemennou. It warc’hoaz da gastell Alanig. Bezit avat war evez. Gevier kaer a livo d’eoc’h. Livirit « ya » atao, nemet na gredit ket anezañ. Grit d’ezañ dont d’am palez, hag ar c’henta gwella, hervez va bolontez ».
« Ba ! ba ! » a respontas Lom, « bezit dinec’h ganin. Ne lavaro ket gevier d’in. Ma tegouezfe d’in beza
goapaet gantañ e-kreiz va daoulagad, o, neuze, mil kurun ! me a zegasfe keuz d’ezañ abred… Nann, n’en defe ket a geuz, rak ne rofen ket amzer d’ezañ… Kenavo eta en deveziou-mañ ».