Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/29

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Rustevel a grogas en e vouc’hal hag a ziskennas er porz.

Lom, pa glevas mouez an den, a ziskrapas ar pez a c’hellas. E groc’hen a oa holl entanet hag e gorf a oa glebiet gant c’houezenn an anken. Ne dalveze ket d’ezañ ober bec’h. Kollet oa. Alanig ivez a grede d’ezañ e oa graet gant Lom. Setu eta, pa welas Rustevel o tont, eur vouc’hal lugernus en e zourn, e lavaras d’e gompaer :

« He, Lom ! penaos emañ ar bed ganeoc’h ? Livirit d’in ’ta ha mat eo ar mel. Goustadik, goustadik, arabat debri re. Setu an aotrou Rustevel o tont da zegas d’eoc’h eur bannac’hig gwin da lakaat ar pred da ziskenn. An dra-se a raio kalz a vad d’eoc’h. N’eo ket gwir, kompaer ? »

Hag Alanig a gemeras hent Kastell-al-Laer.

Rustevel, pa zegouezas, a chomas souezet. Eun arz en e borz !

Hep soñjal e oa aes d’ezañ rei taol ar maro d’al loen, redek a reas d’an ostaleri da glask sikour.

« Hola, paotred ! deuit ’ta, ha buan ! Eun arz a zo paket e baoiou hag e benn e faout ar pengos ! Deuit ma vo lazet.

Ar baotred a yeas gant Rustevel. Unan a gemeras eur forc’h-houarn, unan all eur rastell, eun trede eun trañch. Hemañ a gemeras eun horz, hennez eur gontell laza moc’h, ar marichal eur varrenn-houarn, ar c’here eur minaoued hir ha lemm, ha meur a blac’h he c’hrog yod.

Lom en e spontadenn a sachas kement ha kement ma c’hellas tenna e benn hag e dreid eus ar faout. Siouaz d’ezañ ! Glac’harus e oa e stad. Bleo ha kroc’hen e benn, eun hanter eus eur skouarn, hag e

− 26 −