Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/30

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

holl ivinou a oa chomet er pengos ! Eun druez e oa gwelout anezañ, gant ar gwad o redek puilh dreist e choug. A, nann, ne oa ket mat mel ar pengos dero ! C’houero-put e oa. Evel ar vestl.

Lom a glaskas tec’hout. Met koueza a reas war e vin. E dreid a oa re gizidik evit rei sikour. Ar gouerien a zeuas d’ober d’ezañ e stal. Tañva a reas fest ar vaz, fest ar forc’h, fest ar rastell hag an horz. Paotredigou a zerede gant keuneudennou, mab ar marichal a zic’haloupe gant eun durkez hag ar c’hemener gant e vetr koad pevarc’hornek, ken teo ha pevar biz-meud.

Lom a oa bloñset e benn, e ziouskoaz ha livenn e gein. Goude eur c’hard-eur a verzerinti e kouezas war an douar, hag ec’h en em rentas da vervel.

« Graet eo gantañ ! » a lavaras ar baotred.

Hag int kuit d’o zi gant o binviou war o skoaz. Warc’hoaz d’ar beure e teujent d’e ziskroc’hena.

Lom ne oa ket maro. Ma oa kollet gantañ e holl anaoudegez, e chome c’hoaz eun tammig buhez en e gorf. Ma vije bet eur medisin er gêr, en dije santet c’hoaz lammouigou dister en eur lakaat e skouarn war galon al loen.

Goude beza chomet eun abadenn vat war leurenn ar porz, ar paour kaez loen mac’hagnet e teuas anoued d’ezañ. Eur skrijadenn a yeas dre e holl izili gant ar boan o tont en-dro. Lom a zigoras e zaoulagad duet ha koeñvet, hag en em ruzas, da vare ar pelgent, pell diouz an dachenn villiget.

Alanig ne oa mui nec’het gant ar genaoueg. Mont a reas da spia ar yer war o c’hlud. Dont a reas a-benn da vezvi gant e gomzou flour eur bolezig hanter gousket war bod eur wezenn ivin, hag ar yarig die-

− 27 −