Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/34

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


PENNAD III


Lip-e-Bao a zegouezas d’an abardaez e-tal Kastell-al-Laer. Alanig a oa azezet dirak toull an nor, o kemer aer vat. Saludi a reas anezañ :

« Aotrou Alanig, a-berz ar roue oun deut d’ho kavout, da lavarout d’eoc’h dont d’ar palez dioustu, pe ker e kousto d’eoc’h ha d’ho tiegez. Nobl a zo aet droug bras ennañ abaoe m’eo deut Lom en-dro en eur stad ken truezus ».

Alanig a respontas :

« Deuit tre, va niz muia-karet, ha Doue d’ho pinnigo ».

Ar soñjou treitour a oa e penn al louarn a oa disheñvel-meurbet diouz ar c’homzou flour-se, hag an amprevan a glaske penaos e vije deut a-benn d’ober taoliou trubarderez all. Hag, evit touella gwelloc’h ar c’haz, e lavare d’ezañ : va niz.

« Va niz, petra a vo servijet d’eoc’h d’ho koan ? Gwelloc’h e kousk unan pa vez leun e gof. C’houi a zebro hag a gousko henoz em zi, ha warc’hoaz ez aimp hon-daou da balez ar roue. Fiziañs am eus ennoc’h. C’houi eo an hini a garan ar muia eus va holl gerent. An arz a oa deut d’am c’havout en deiz all. Eur gwall loen eo, ha droug a ya ennañ buan. Penaos em bije kredet ober hent gantañ ? Ganeoc’h ervat ez in, ha warc’hoaz vintin zoken. »

Lip-e-Bao a lavaras :

« Kredi a ra d’in, Alanig, e vefe gwelloc’h kemer dioustu hent Kemper-Kaourintin. An noz a zo sklaer, al loar a zo o sevel, hag an hentou a zo sec’h ha kompez ».

« O ! » eme Alanig, « ne garan tamm ebet beaji

− 31 −