Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/37

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


« Ha plijout a ra d’eoc’h kement-se al logod ? » a c’houlennas Alanig. « Logod e-leiz a servijin d’eoc’h. Ar miliner, va mignon, en deus en e vilin ouspenn eur c’harrad logod. Bemnoz e vez drailhet seier nevez d’ezañ. Sac’hadou bleud a ya en o c’hof. Kemeret o deus an hardisegez da zont zoken en e di d’ober abadennou dañs, pa vez leun o c’hof. Pellik ’zo ne c’hell mui kousket e-pad an noz gant ar cholori a vez e kement korn eus an ti, eus ar c’hao d’ar c’hrignol ».

« O », eme Lip-e-Bao, « deomp di buan ’ta. D’in-me e plij kenañ-kenañ ar c’hig logod. Nag eur c’had nag eur glujar ne dalvez eul logodenn ».

« Deomp ’ta neuze », a lavaras Alanig. En taol-mañ e viot servijet gwelloc’h eget roue an Turki. Deomp dioustu. Arabat koll amzer ».

Setu-int o-daou d’ar vilin.

Degouezet e oant. Alanig en doa graet eun toullig er voger, rak dre ar vilin e oa aes-tre mont da glud ar yer. Hag en deiz a-raok, en doa plantet tro e gouzoug kilhog ar miliner, ar gwella kaner er barrez.

Mab ar miliner a oa aet klañv p’en doe gouezet e oa maro e gilhog. Beradou gwad ha plu a gavas war al leur-di. Klask a reas tro an ti dre belec’h en doa gallet al louarn dont en diabarz, hag e kavas an toullig, hanter guzet en eur c’horn. Ne oa ket bet pell o stenna eul las ennañ, ha gwaz a se evit al louarn a zeuio da astenn e fri.

Alanig a santas c’houez al las stennet. Lavarout a reas eta da Lip-e-Bao :

« Va mignon, it dre an toull-se e-barz ar vilin. Me a chomo amañ er-maez da ziwall, e-pad an noz, e-pad ma viot o chaseal al logod. Ne vezo ket diaes d’eoc’h

− 34 −