Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/38

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

paka eur bern anezo. Selaouit !… Ne glevit ket anezo oc’h ober cholori ! Pa ho pezo graet eur c’horfad, c’houi a lavaro d’in. Arabat eo d’imp en em goll henoz. Warc’hoaz d’ar beure ez aimp a-gevret da balez ar roue, rak berroc’h e vez kavet an hent pa vezer daou-ha-daou o veaji.

Lip-e-Bao a selle ouz an toull gant kalz a zisfiziañs.

« N’eus toull all ebet ? » emezañ da Alanig.

Hag Alanig d’ezañ, en eur ober eun tammig goap :

« Feiz, nann, n’eus toull all ebet ! Unan n’eo ket a-walc’h ? Ha ken aonik-se oc’h ? N’em bije ket kredet. Ma ! distroomp d’ar gêr. Va gwreg a frito d’eoc’h da goan ar gwella kig a zo en ti ».

Neuze, Lip-e-Bao, gant ar vez en doa, a lammas en toull. Ha kerkent ar skoulm lagadenn a stardas d’ezañ toull e c’houzoug.

Pa santas en-dro d’e c’houzoug ar skoulm lagadenn daonet, Lip-e-bao e redas eun anken vras penn-da-benn da livenn e gein. Sacha a reas a-raok, sacha a reas a-dreñv, ha da gement sachadenn, ez ae ar skoulm war strisaat, ha muioc’h-mui e veze stardet gouzoug ar c’haz paour, aet berr e alan gant ar skoulm ha gant ar spont. Neuze Lip-e-Bao a c’halvas Alanig gant eur vouez flour ha truezus. Alanig a selle outañ hag a lavaras d’ezañ en eur c’hoarzin :

« A ta, Lip-e-Bao ! Ha blaz mat a zo gant ar c’hig logod ? Lart a-walc’h int ha tener eo o c’hig ! Met petra ’glevan ? Perak e rit kement a reuz ? Marteze n’eo ket aozet ar pred gant a-walc’h a aked evit ho kenou milzik ? Petra vank d’eoc’h ? Holen ? pebr ? sezo ? Lavarit d’in ’ta, ma ’z in da zihuni ar miliner, da lavarout d’ezañ degas d’eoc’h ar pez hoc’h eus ezomm evit ma plijo ar pred-mañ d’ho teod ha

− 35 −