Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/42

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Rak ma ne zegouezomp ket er palez, warc’hoaz, a-raok ar c’huz-heol, e viot kondaonet d’ar maro hep barnedigez ebet, hag ho tiegez a vezo kaset d’ar galeou. Fur e vefe d’eoc’h dont ganin. N’eus forz petra a c’hoarvezo, c’houi hoc’h eus en ho sac’h a-walc’h a droiou fin evit en em denna, hag hoc’h enebourien, eur wech c’hoaz, en em gavo genaouek ».

Alanig a respontas :

« Hoc’h aliou a zo, e gwirionez, leun a furnez. Mont a rin va-unan d’en em zifenn dirak lez-varn ar roue. N’em eus ezomm eus alvokad all ebet. Ar roue, me ’zo sur, a bardono d’in, abalamour d’ar vad am eus graet d’ezañ. Panevedoun e vije aet mil bell ’zo e vadou da goll. Panevedoun e vije bet trec’het er brezel diweza, kemend-all a c’henaoueien a zo en-dro d’ezañ. Barnerien ar palez n’int ket bet er skol, ha n’o deus ket desket al lezennou. Koll a reont o zammig skiant vat e kudennou aes-kenañ da zirouestla. Neuze e vez galvet Alanig, hag Alanig a ya, hag a zegas ar sklerijenn, evit brasa mez an aotrounez. An aotrounez-se eta a ya droug enno, peogwir e tiskouezan d’ezo bep taol pa vezan galvet, e vank d’ezo peadra evit kaout deskadurez ha furnez. Daoust d’ezo beza pinvidik ha galloudek gant nerz o c’horf, Alanig a zo galloudusoc’h gant e spered lemm. Prest int da darza gant ar c’horfad kasoni a vagont em c’heñver-me. Bemdez e silont traou faos e pleg diouskouarn ar roue, hag ar roue a selaou anezo hag o c’hred, ha d’in-me eo ar gwasa bep taol. Met pa vezin degouezet er palez e tegasin soñj d’ar roue eus ar vad am eus graet d’ezañ, bep gwech p’em eus gallet ober, hag e kredan e tougo eur varnedigez just ».

Alanig a lavaras neuze d’e wreg :

− 39 −