Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/43

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


« Va gwreg, soursiit mat ouz ar vugale e-keit ha ma vezin oc’h ober va zrôad e Kemper, dreist-holl ouz Yannig, klañvidik eun abadenn ’zo. Daoulagad ken brao a c’hoarz en e dal ! Hag e ziou renkennad dent a zo ken gwenn ha stummet ken kaer ! Patrom e dad eo penn-da-benn ! »

Alanig a bokas neuze d’e wreg ha d’e vugaligou. Kemer a reas e vaz houarnet evit en em zifenn ouz al laeron hag ouz al lakepoded, ha setu-int o-daou war hent kêrbenn Bro-Gerne.

A-boan m’o doa graet eun hanter leo, ma lavaras Alanig da Flaer :

− 40 −