Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/50

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

d’ar c’higer dont da vrasaat anezañ gant e gontell vras ».

« Alanig ! O, Alanig ! »

Lezel a ris ar bleiz da yudal.

Ar c’higer a oa o tebri e goan pa zegouezis en e di hep beza gwelet gantañ. Eur mell pladad kig rost a oa war an daol. Edo o vont da blanta ennañ e fourchetez hag e gontell, pa ris eul lamm, hag hep goulenn aotre digant den, e kemeris ar rost hag hent ar maez d’ar c’haloup, holl dud an ti war va lerc’h.

« Ar rost ! Ar rost a zo aet gantañ ! »

« Boulc’hurun ! Biskoaz kemend-all ! »

« Fañch, it buan da zistaga ar chas, ma vo paket ha diskroc’henet al loen ».

« Al loen brein ! N’em eus ket bet eun tañva. »

« Va fuzuilh, ma vo lazet. Buan, buan ! »

C’hoarzin a ris. En eur dremen e-biou d’ar stal, e lavaris d’ar bleiz :

« Sell ! Job, debrit c’hoaz ; an tamm-mañ a zo evidoc’h. »

Ha dao ! ar pladad rost en diabarz, etre ar barrinier houarn.

« A ! » eme ar c’higer, « ne zebro ket va c’hig rost ? Stlapet en deus anezañ er stal. An amprevan ! »

Me a oa lammet el liorz, ha poan gollet e vije bet redek war va lerc’h. Setu ar c’higer a furchas en e c’hodell evit klask an alc’houez da zigeri ar barrinier houarn ha da vont er stal.

« O ! » emezañ, « eur bleiz a zo e-barz. Diwallit, gant aon na daio kuit ! »

Job a lammas a~gleiz, a-zehou, a-raok hag a-dreñv. Ne oa toull ebet bras a-walc’h evit e gof reut.

Ha dao ! war e gein, war e benn a-raok ha war e

− 47 −