Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/53

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

mez ? Distroit ho penn en ano Doue, ha grit pinijenn evit ho torfedou tremenet e-lec’h sellout ouz ar yer-se, gant aon e teuio an diaoul da lakaat ac’hanoc’h da veza, eur wech c’hoaz, laer ha muntrer war an hevelep tro ».

Alanig a respontas :

« Va niz, peoc’h d’in eur pennadig. Evit kaout brasoc’h keuz eo e sellan ouz ar yer-mañ. O welout anezo

aze, er park, o tiskrapat hag o klask boued gant o begig lemm, hag o veva eur vuhez eürus, dianken, sioul, e soñjan er yer hag er c’hilheien a zo bet lazet ganin. Laboused dizroug e oant, heñvel ouz ar re-

− 50 −