Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/54

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

mañ, ken dous, plu ken flour warno ha ken tener o c’hig. O va niz, pa soñjan e traou ken c’houero, e teu an dour em daoulagad. Torfedou bras am eus graet. Ober a ran va brasa « mea culpa ». N’oun nemet eun amprevan. »

Eur pennadig goude, e tarzas dirazo touriou iliz-veur Sant Kaourintin ha palez ar roue Nobl. Neuze, Alanig a grogas ar grenijenn ennañ.

− 51 −