Pa voe klevet e oa degouezet Alanig e palez ar roue, an holl, bras ha bihan, a zeredas da welout ar gwall loen brudet. Laouen-bras edont holl.
« A ! » emezo, « en taol-mañ eo graet gantañ, hag e wreg a hirvoudo e-pad hir amzer e Kastell-al-Laer, ma chom da c’hortoz anezañ ».
Kredit ac’hanoun, e-touez an aotrounez-se, mignoned Alanig a oa rouez-meurbet, rak kement loen en doa bet abeg da gaout droug outañ.
Alanig a zeuas dirak ar roue, sounn e benn, eur mousc’hoarz war e vuzellou. Klaoustre e oa eur mousc’hoarz glas, rak gwall nec’het en em gave. Met eul louarn a oar liva gevier gwelloc’h eget pep loen, ha rei da gredi d’an holl eo trist pa vez laouen, pe seder pa vez gwall c’hlac’haret, evit dont a-benn eus e jeu.
Lavarout a reas da Nobl :
« Roue galloudek, c’houi a zo mestr warnoun, c’houi a vezo va barner bremaik ; met eur barner just oc’h, ha biskoaz n’hoc’h eus douget eur varnedigez faos. Ar Justis, al Lealded hag an holl Vertuziou a zo oc’h ober o demeurañs en ho kalon. Selaouit ac’hanoun, roue meur. Biskoaz en ho rouantelez n’hoc’h eus kavet eur servijer ken sentus hag Alanig al Louarn. N’em eus ket aon da veza dislavaret. Gouzout a ran ez eus en ho palez aotrounez hag a zo enebourien d’in. Livet o deus gevier diwar va fenn, ha marteze eo degouezet d’eoc’h eur wech bennak, roue madelezus, selaou ha kredi anezo. Diaes e oa d’eoc’h disranna ar wirionez diouz ar gaou, ha soñjal oa gwenn va c’houstiañs pa o deus lavaret hag embannet e kement korn e oa du evel ar pec’hed ha leun a fal-