Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/56

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

lentez. A drugarez Doue, ma hoc’h eus selaouet o sotoniou, n’hoc’h eus ket kredet anezo. Poueza a rit en ho tourn ar mad hag an droug, ha gouzout a rit e pe du emañ ar wirionez. Dre ma oan o chom du-se pell, e-kichen Menez Sant-Mikael, ne oan ket evit dont alies d’en em zifenn dirak ho lez-varn. Met a-benn ar fin oun deuet da damall e gaou va holl enebourien. Roue madelezus, selaouit ac’hanoun ».

« Peoc’h », eme ar roue, droug ennañ, « komzou flour ha flanerez ne dalvezint ket d’eoc’h. Torfedou spontus hoc’h eus graet, ha n’eo ket diaes proui. Sell ! setu amañ ar c’hilhog ; laer ha gaouier, laeret hoc’h eus diwarnañ e holl vugaligou an eil goude egile. Lip-e-Bao a zo bet hanter lazet er vilin, ha ne vezo ket pare ken. Lom, an arz, a zo chomet moal an hanter eus e benn, ha, daoust d’eun oberatadur graet d’ezañ gant eur medisin bras, miziou ha miziou a dremeno a-barz ma vezo yac’h. Hag e kredit lavarout d’in, e-kreiz va daoulagad, e karit ar Justis hag ar Vadelez, loen faos ! »

« Roue, selaouit ac’hanoun », a lavaras Alanig, leun a enkrez. « Evit da Lom ha da Lip-e-Bao beza klañv-bras, ha marteze dibare, n’oun ket da veza tamallet evit se, ha n’oun ket kablus ma en deus lezet an arz an hanter eus bleo ha kroc’hen e benn e faout eur pengos dero, na kennebeut ma ’z eo bet roet d’ezañ fest ar vaz gant an aotrou Rustevel. Barrek e oa d’en em zifenn, gant an nerz en deus. Ha ma ’z eo hanter varo Lip-e-Bao, piou a zo kaoz nemet pec’hed al lontegez ? Ma ne vije ket aet da logota d’an noz, en eul lec’h difennet, e vije bet bremañ ken yac’h hag eun archer. Lavaret en doa d’in mont gantañ, dre an toull, e-barz ar vilin, hag e respontis d’ezañ ne oa ket d’in al

− 53 −