Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/57

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

logodennouigou-se, peogwir ne vevent ket diwar va c’houst. Neuze, Lip-e-Bao a zirollas da c’hoarzin goap ouzin ha da lavarout ne oan nemet eur genaoueg. Setu, roue galloudek, ar pez am boa da ziskleria d’eoc’h. Bremañ, ra vezo graet hervez ho polontez. C’houi eo ar mestr hag eur paour kaez louarn a zo dic’halloud dirazoc’h. Ma plij ganeoc’h barn ac’hanoun d’ar maro, e klevin ho parnedigez, gant doujañs. Va enebourien a vezo laouen-bras, bezit sur, met va maro ne vezo ket eur maro just ».

Neuze, Tourter, ar maout koz, a lavaras :

« A ! deuet eo ar mare d’ezañ da renta kont. Displegomp amañ an droug en deus graet d’imp ».

Tourter n’en em gavas ket e-unan nemetken e palez ar roue o libuna e glemmou. Job, ar bleiz, a oa deuet ivez gant e gerent hag e vignoned, ha Lom, an arz, ha loened all : Skouarneg an azen, Lammig ar c’had, Chiboudig ar c’hi bihan, Diskrogner ar c’hi-dog, Lamm-da-Laez ar c’havr, Barodeg an bouc’h, Dipadapa ar gwiñver, Frimist ar gaerell ha Gwennig an erminig. Izidor ar c’hole a zeuas abred gant ar marc’h Bichar. Goude e tegouezas al loened gouez : Korneg ar c’haro, Lagadflour an heizez, Lostigloan ar c’honikl, Urkun an houc’h-gouez, Astenngouzoug ar c’houibon, Raka ar gegin, Yann ar frilouz, e bez mell mic’hienn ruz a-istribilh ouz e fri, hag oc’h ober ar rod gant e lost, Stroaleg an houad, Marjan ar waz, ar c’henaoueka hini eus gwazi ar vro, Duard ar vran lontek hag ar big Begaraok, ha kalz loened ha laboused all d’o heul. En o zouez e weled Kokoriko ar paour kaez kilhog gant an nebeut poñsined a chome eus e diad bras. Glac’haret-kenañ e oa, ha droug a