Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/61

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

A-raok lakaat va fenn er skoulm-riskl, lezit ac’hanoun da gofes d’eoc’h va holl dorfedou, torfedou kuz, gant aon na vefe diwezatoc’h tamallet unan bennak diwar laz ha laeroñsi graet ganin-me, Alanig al Louarn. O ! ne c’houlennan ket hir amzer : eur munut, eur munutig hepken ».

Kalz eus al loened a oa deut an dour en o daoulagad. Lavarout a rejont d’ar roue.

« Ne c’houlenn ket kalz a amzer. Lezit anezañ da ober e gofezadur ».

Ar roue a asantas.

Alanig a lavaras :

« Doue ho pinnigo hag en devo truez ouzin. Ne welan dirazoun den ha n’en deus ket abeg da glemm ouzin. Bihanik e oan c’hoaz, hag a-boan dizonet, pa santis evit ar wech kenta blaz ar gwad war va zeod. Eun deiz e welis deñvedigou o c’hoari en eur waremm. Lammat a ris dreist ar c’hleuz hag e tostais ouz an hini koanta, an hini tenera, ha, gant eun taol-dent en eur c’har a-dreñv, e voe diskaret al loenig. Suna a ris ar gwad, hag e kavis e oa blaz mat gantañ. An deiziou war-lerc’h ne oan ket evit mirout da vont d’ar waremm, da suna gwad an deñvedigou, ken mat all em boa kavet anezañ. N’ouzon ket pet dañvad am eus lazet e-giz-se. War-lerc’h an deñvedigou e lazis givri, yer, gwazi, houidi hag all. Plijadur a gaven o laza anezo. Pa n’em beze ket naon, e raen eun toull en douar, hag en toull-se e lakaen ar c’horf maro da vreina.

Degouezout a reas d’in, en amzer-se, ober anaoudegez gant Job ar bleiz, e Pont-Koblan, etre Gwezeg ha Pleiben. Edo, war ribl ar stêr vras, o teski pesketa darzed. Lavarout a reas d’in piou oa, ha me a lavaras piou oan. Job a felle rei d’in da c’houzout e oa bet

− 58 −