Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/62

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

kerent tost hor c’herent, ha pa felle d’ezañ rei d’in da gredi, e ris an ezvan da gredi anezañ. Adalek an deiz-se e voemp mignoned vras. Keuz am boa da gaout diwezatoc’h. Kregi a rejomp da vale dre Leon ha Kerne, ha da laerez a-hed an hent. Job a laere ar pep brasa, ha me a soursie ouz laeroñsiouigou. Divizet e oa etrezomp e vije bet boutin kement tra laeret. Job, avat, dre m’en deus muioc’h a nerz egedoun, a ranne pep tra hervez e c’hoant, ha pa zegoueze d’in krozal pe astenn va fao re hir, e kouste ker d’in. Ne veze ket roet d’in zoken an dekvedenn eus ar pez a veze laeret.

Eur wech, soñj mat am eus, hor boa laeret ha lazet eun ounnerig.

« Kig ounner », emezoun da Job, « a dle beza tener. Dizoñjet em eus zoken ar blaz a zo gantañ, keid-all a zo n’em eus ket bet an eurvad da gaout eun tañva anezañ ».

Job a sellas ouzin, droug ennañ.

« Gwelloc’h eo d’eoc’h », emezañ, « kregi en eur penn eus al loen, ma’z aimp gantañ er c’hoad. Pa vezimp pell diouz kement kêr, e c’hellimp ober kofad, dianken ».

Samma a rejomp an ounnerig. Job a valee a-raok, ha me a-dreñv. Met eur vuoc’h, mamm an ounnerig, emichañs, a welas ac’hanomp. Blejal a reas ar pez ma c’hellas, en eur redek war e lerc’h.

« Kerz buan ’ta ! Job », a lavaren-me, « pe emañ kerniel ar vuoc’h em penn a-dreñv ».

Ne gerzas ket buanoc’h, avat, ha ret e voe d’in bounta warnañ. Eeun-hag-eeun e lammemp war ar c’hleuz, pa santis o tremen, eur rahouenn diouz va feskennou, kerniel ar vuoc’h kounnaret. Job a zirollas da c’hoarzin ken na oa mui evit bale, pa lavaris

− 59 −