Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/65

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Ar rouanez a lavaras d’ar roue :

« Truez am eus outañ. Bezit dous en e geñver, evit ma c’hellimp gouzout an istor teñval-se penn-da-benn ».

Nobl a lavaras d’e sujidi :

« Peoc’h ! »

Ha da Alanig :

« Komzit dianken ».

Alanig al Louarn a grogas gant e gontadenn.

− 62 −