Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/66

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




PENNAD V

« Va zad », a lavaras Alanig, « en doa kavet, — n’em eus ket gouezet penaos, — teñzor ar roue galloudek Emerig. D’ezañ eo bet ar gwasa.

En em gavout a reas neuze en e c’hloar, ha ne oa loen ebet par d’ezañ war an douar. Dispriza a reas an holl loened nemet Job, Lom, Flaer ha Lip-e-Bao, abalamour e oa ar re-mañ o-fevar pinvidik-bras.

En em gavout a rejont, eun nozvez, er Yeun, e-kichen Menez Sant Mikael. An noz a oa teñval, ha ne oa kristen ebet tro-war-dro.

Va zad a lavaras :

« Mat ! skuiz omp aet gant Nobl ar roue. Hor penn-ni a zougfe eur gurunenn kenkoulz hag e hini. Nobl ne gar ket ac’hanomp. Disfiziañs en deus ouzimp. Perak ? N’ouzon ket. Servijet hon eus anezañ betek-hen gant karantez ha lealded. Met ar vuhez tremenet ne zeuio ket en-dro. Me a lavar d’eoc’h : Nobl a c’hoario d’imp, mar n’eo ket diskaret, eun dro fall bennak ».

« Diskaromp anezañ », a lavaras ar pevar loen.

« Laza anezañ a vefe gwelloc’h », a lavaras va zad.

« Lazomp anezañ », emezo holl.

« E-kreiz m’ed’o Alanig o konta, Lip-e-Bao, Lom, Job ha Flaer a hopas :

« N’eo ket gwir ! N’eo ket gwir ! »

Nobl a sellas outo gant kounnar.

« Peoc’h ! » emezañ, « pe e vezo galvet ar boureo da zont da drouc’ha d’eoc’h ho teod »).

Alanig a gendalc’has :

« Ho maro, roue meur, a zo bet touet en ,noz-se, e-kichen