Menez Sant Mikael, ha touet war benn Job ar bleiz. Va zad a lavaras d’ezo :
« Ni a lazo Nobl, ha me a vezo kurunennet roue e Kerne. Goude e tiskarimp roue Leon, hag ar rouantelez-se a vezo roet da Flaer va breur. Rouantelez Tregor a vo lod Lom. Bro-Wened a vo roet da Job ».
« Ha me, neuze ? » a c’houlennas Lip-e-Bao.
Lavaret e voe d’ezañ gortoz, peogwir ne oa nemet peder rouantelez e Breiz-Izel. Diwezatoc’h, moarvat, o holl armeou unanet a vije deuet a-benn da ziskar pelloc’h du-se, war-du broiou ar Sav-Heol, roueed ha roueed, ha Lip-e-Bao en dije graet eun dibab etre ar rouanteleziou nevez gounezet.
Ne blijas ket re en holl da Lip-e-Bao eur seurt rouantelez-da-zont, met ret e voe d’ezañ rei peoc’h, pa oant pevar a-enep d’ezañ, ha gortoz pa ne c’helle ket ober a-hend-all. A-raok lavarout kenavo an eil d’egile betek antronoz vintin, va zad a lavaras d’ezo c’hoaz :
« Ha, dreist-holl, arabat ranna grik diwar-benn kement-mañ ! »
Siouaz d’ezañ ! Flaer, eun deiz m’en doa evet eur bannac’hig re, a oa deuet da veza re skuiz e deod en e c’henou gant ar c’hevrin milliget. Konta a reas d’e wreg ar vodadeg-noz.
Me a yae alies da di va moereb evit an dra-mañ pe an dra-hont. Lavaret e oa bet d’ezi beza sioul. Met ar c’hevrin a zebre he zeod evel ma vije bet eun houarn ruz. Diou eur goude e tisklerias d’in, ha n’eo ket d’in-me hepken, met d’am c’hoarezed ha da holl wrac’hed ar vro a zeue di da gafeta. O ! d’an holl e lavare, gant eur biz war he genou : na lavarit an dra-se da zen !
Gwall nec’het e oan. Hor roue, emezoun, a zo madelezus. Arabat lezel re all da bignat war an tron.