Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/71

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Roue madelezus, setu aze penn-da-benn ar vad am eus graet evidoc’h, ha n’oun ket bet o hopal da holl aveliou ar vro : me am eus graet an dra-mañ, me am eus graet an dra-se ; panevedoun e vije bet cheñchet penn d’an holl draou er vro.

Nann, ne blij ket d’in fougeal, ha ne glaskan ket beza paeet pa ran eur vad bennak. Gwall baeet eo e vezan a-wechou, siouaz d’in ! Me a zo barnet da veza krouget, ha va enebourien, hag enebourien d’eoc’h, Lom, Job, ha Lip-e-Bao, ha kalz re all a zo en ho kichen, enoret ha glorius. An dra-se eo justis ar bed ».

Ar roue hag ar rouanez o doa c’hoant da c’houzout pelec’h edo an teñzor. Lavarout a rejont da Alanig dont tre en o c’hichen.

« Lavarit d’imp goustadik, goustadik-tre », emezo, « pelec’h emañ teñzor bras ar roue Emerig ».

Alanig a respontas :

« Kredi a ran ne dalvez ket ar boan lavarout d’am roue pelec’h emañ an teñzor-se, peogwir e varn ac’hanoun d’ar maro hag e talc’h en e balez va gwasa hag e vrasa enebourien ».

« Nann, nann », a lavaras ar rouanez, « ne viot ket krouget, evidoc’h beza barnet. Ar roue, va gwaz, en deus ankounac’haet torfedou ho puhez tremenet. N’eo ket kounnaret mui. Nemet hiviziken, bezit eun den fur ha santel, ha servijit ho roue evel ma ’z eo dleet ».

« O trugarez, itron gaer ! » a lavaras Alanig, « bennoz Doue ha trugarez ! ha trugarekait ho kwaz eus va ferz. Ne gavo ket en e rouantelez eur servijer ken gwirion ha me. A galon vat e kinnigan d’eoc’h teñzor

ar roue Emerig. Diskouez a rin d’eoc’h pelec’h emañ. Eun teñzor burzudus eo. Souezet e chomot o welout anezañ ».

− 68 −