Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/74

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

e root mil meuleudi da Alanig al Louarn ».

« Mat, Alanig », eme Nobl, « c’houi a zeuio da ziskouez d’imp pelec’h emañ kuzet an teñzor. Aesoc’h e vezo kavout anezañ. Rak mar ne vez ket heol warc’hoaz e vefe ret gortoz an deiz war-lerc’h. Evit d’an douarou-se beza em rouantelez, n’anavezan ket anezo gwall vat. Douarou treut int, hag eno emañ ar Youdig ! »

Alanig a lavaras :

« O roue, eun enor bras e vefe evidoun mont di ganeoc’h. Met, kavout a ra d’eoc’h e vefe dereat ? Kredi a ra d’eoc’h e vefe brao gwelout ac’hanomp o pourmen dre ar vro, hon-daou, c’houi, ar roue, ha me, ar paour kaez Alanig al Louarn, laer, muntrer, gaouier, bet barnet bremaik, ha darbet d’ezañ mervel er groug ? »

« Gwir, Alanig. Ho komzou a zo leun a furnez. Mont a rin di gant unan pe zaou eus va amezeien goz. Pardonit d’in mar em eus komzet ouzoc’h bremaik war eun ton taer ha rok. Va gouenn a zo bet prim a-viskoaz ».

« Roue », a lavaras Alanig, « eun dra am eus da ziskleria d’eoc’h. Pec’hedou a bep seurt a bouez war va c’houstiañs. Karout a rafen mont d’ober eur pirc’hirinerez da Roum evit kaout ar pardon evito hag evit ober pinijenn. Goulenn a ran aotre diganeoc’h da gregi gant va firc’hirinerez warc’hoaz vintin, kerkent savet an heol. Pa vezo bet va fec’hedou gwalc’het gant eur binijenn griz, neuze e tistroin da Vreiz-Izel. Neuze e c’hellin, hep mez evidoc’h, bale en ho kichen ».

« Ra vezo graet hervez ho polontez, Alanig », a lavaras ar roue. Rei a ran d’eoc’h an aotre da vont

− 71 −