Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/77

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

eo Alanig gwelet mat adarre, ni a vezo gwelet fall dizale. Eul lagad am eus kollet, hag aon am eus da goll an hini all. »

« N’emaomp ket brao ganti », a lavaras Lom.

« Deomp da gaout ar roue », eme Job, « rak eur vez eo pardoni torfedou ken bras da Alanig, eul loen hag a raio goap ouz Nobl kerkent ha m’en devo troet e gein ».

Job ha Lom a yeas eta da gaout ar roue hag ar rouanez. Glac’haret-naet e oant. Lavarout a rejont kalz droug ouz o enebour. Nobl, avat, a lavaras d’ezo :

« Peoc’h, mar plij ! N’hoc’h eus ket klevet ar pez am eus lavaret bremaik ? Alanig a vezo hiviziken va gwella mignon, ha ne blij ket d’in klevout e enebourien o tont da gonta d’in diwar e bouez an distera droug ».

A-boan m’en doa peurechuet e gomzou ma roas ar roue urz d’e archerien da chadenna an daou istrogell ha d’o c’has d’ar prizon.

« Ha bremañ, roue madelezus », eme Alanig, « ar gwella eus ar roueed, ez an da gemer hent an Itali, met eun dra a garfen kaout : eur sac’hig ler, da lakaat an tammouigou bara hag amann a vezo roet d’in evit an aluzen ».

Nobl a chomas eur pennad hep lavarout ger.

Sellout a reas ouz mestr an archerien :

« Aotrou Krabanek, selaouit : Alanig a c’houlenn eur sac’h ler, ha n’em eus hini ebet da rei d’ezañ. Trouc’hit eun tamm kroc’hen a zaou droatad a hed hag a gement a lec’hed diwar gein an arz, ha grit gantañ eur sac’hig brao evit Alanig ».

Alanig a dostaas ouz ar rouanez hag a lavaras d’ezi sioulik :

− 74 −