Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/85

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Nobl en deus lezet ac’hanoun da redek, war-du Roum, a gred d’ezañ, abalamour d’ar c’harradou gevier am eur displantet d’ezañ. Lavaret em eus d’ezañ mont d’ar Yeun Elez, hag, e-kichen ar Youdig, e kavo teñzor burzudus ar roue Emerig. Warc’hoaz ez aio di, rak ar rouanez he deus mall da welout ar gwalennou talvoudus a gav d’ezi a zo kuzet dindan eun nebeut troatadou douar. Hogen, kaer o devo klask ha klask, ha turia, ha cheñch penn d’ar genn, ne gavint nemet gwriziou brug, mein ha pri libous. O ! o ! ha pa welo Nobl eo bet tapet genaouek ! … Lavarout a ran d’eoc’h ne garfen ket beza en e gichen d’ar mare-se, ha gwelloc’h e karfen beza e Leon eget e Kerne. Neuze, evit an eil gwech, ez afe va fenn er groug, hag al las a vefe risklet buan gant va enebourien, gant aon na zeufe Alanig a-benn da riskla e fri er-maez.

« A ! va Alanig paour », a lavaras e wreg, « petra e teuimp da veza en eur barrez pell, e-lec’h n’hon eus na ti na park, nag anaoudegez na mignon, na kar na par ? Amañ ne vank netra ebet d’imp. En eur c’hastell kaer emaomp o veva, hag uhel ha ledan eo ar mogeriou anezañ. Diskiant e vefe an neb a glaskfe beza re bar d’imp er vro-mañ. Ha pa vefe kelc’hiet hor c’hastell gant soudarded ar roue, petra ’ra se ? Boued a zo er c’heginou evit eur bloaz hag ouspenn, ha mar deo ret tec’hout eun deiz bennak, soñjit ez eus hentou a-walc’h dre zindan an douar da vont tre betek Brasparz, Sant-Riwall ha Komana. Gortozomp, Alanig. Betek-hen, n’eus ket aon da gaout. Gant eun dra oun gwall nec’het, avat. Prometet hoc’h eus mont d’ober eur pirc’hirinerez da Roum, hag ac’hano d’an tu all d’ar mor, ha gwall bec’hed a rafen o virout ouzoc’h mont di. A ! va Alanig, perak oc’h aet da brometi ? »

− 82 −