Alanig a glevas anezañ. Mont a reas d e gaout.
« Na hopit ket ken kreñv-se », eme al louarn. « Kañv a zo em zi, pe, ma n’eus ket c’hoaz, e vo marteze dizale ! Va gwreg a zo glac’haret-naet abalamour em eus prometet mont da Roum. Eun derzienn domm a zo warni, ha n’oun ket evit mont dirazi da frealzi anezi. Kerkent ha ma wel ac’hanoun e yud hag e c’harm :
« Ha setu emaoc’h aze, loen divalo, gwaz digar, tad dinatur, pa zilezit ho kwreg hag ho pugale evit mont da redek broiou estren ? » Ha gouela a ra goude, paour kaez Tourter, gouela a ra da lakaat kalon unan da vankout gant he daerou, he c’hlemmou hag he difronkadennou. N’eus nemet unan hag a vez gouzañvet en he c’hichen : Lammig. An aotrou Lammig a zo ken desket ha ken leun a furnez ! Gant komzou flour e lavar d’ezi sec’ha he daerou ha digeri dor he c’halon ma kerzo dioutañ an anken ha ma paro enni adarre heol drant al levenez. Rei a ra d’ezi kenteliou hag aliou mat da heulia e-pad ar bloaz hir, keit ha ma pado va firc’hirinerez. O ya, Tourter, klañv eo va gwreg, klañv-bras ; n’emañ ket ganti zoken he holl skiant vat. Gant ma ne zeuio ket he c’hleñved da wasaat ! Lammig en deus prometet d’in e chomo da veilha anezi henoz ha da soursial outi en deiziou war-lerc’h betek ma vezo pare. Lammig a zo ken douget d’ober vad d’an dud doaniet ! Ret e vo d’eoc’h eta, aotrou Tourter, distrei hoc’h-unan da Gemper. Diaes e kavan o welout ac’hanoc’h oc’h ober hent hep Lammig. Unan o veaji a gav hir e amzer. Daou o veaji a gav berr o hent. Arabat maga evit se an distera kasoni ouzimp. Ar pez a zo degouezet n’eo ket degouezet dre va faot, nemet dre faot ar blanedenn.