Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/88

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Pep hini war an douar en deus e groaz da zougen. Klevit : a-raok mont kuit eus ar c’hastell, touzit c’hoaz ha kasit ganeoc’h en ho kodell eun nebeut begadou geot flour, geot tener, geot blazet-mat. Me a gar atao chaokat pe suna eun dra bennak pa vezan o veaji. Berroc’h e kavan va hent. Lod a gar butuni. Me ne vutunan ket. Evelato, evit va amezeien em eus atao eur yalc’had pe ziou …»

« Bennoz Doue d’eoc’h, Alanig, bennoz ! Ne vutunan ket kennebeut, ha ne garan na chaokat na suna a-hed an hent, ha va c’hof a zo leun a c’heot ken mat en deus plijet d’eoc’h rei d’in aotre da zebri anezo kement ha ma karen. Trugarez, ha kenavo. Ne zizoñjin ket ho madelez, hag e palez ar roue e veulin ac’hanoc’h, ha ne gavot ket eno brasoc’h mignon egedoun ».

« Ezomm bras am eus da veza difennet er palez », a lavaras Alanig, « rak, mar doun bremañ unan eus ar re a zo gwelet ar gwella e palez ar roue Nobl, e soñjan ivez ez an er-maez eus ar vro, hag e-pad eur bloaz e tro alies an avel. Daoust hag e vezin gwelet mat a-benn ar bloaz mare-mañ, eur wech deut en-dro ? N’ouzon dare, rak va enebourien a oar teodegi mat, hag o zeod binimus a oar flemma gwasoc’h eget hini an naered. A ! Tourter, diwallit outo, ha, war zigarez difenn ar’hanoun, arabat d’eoc’h lavarout anezo na droug na mad. Tec’hit diouto ».

Alanig a roe da Dourter aliou, goustadik, hag e oa voulouz en e vouez. Ar maout a oa bet darbet d’ezañ gouela.

« O », emezañ. « gouzout a ran penaos prezeg, ha n’emañ ket va micher ganin da zeski ».

− 85 −