Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/91

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


« Petra, Tourter ? Penaos ? A belec’h emaoc’h o tont ? N’eo ket sac’h beaj Alanig an hini eo ? Daoust hag ez eus c’hoarvezet gantañ eur gwalleur bennak ? Klañv eo ? Maro eo ? Komzit buan, Tourter, ha roit d’in kelou eus va gwella mignon ».

« Roue », eme Dourter, « setu amañ e sac’h. Eul lizer a gavot ennañ. Ganimp hon-daou eo bet skrivet, ha zoken me eo an hini en deus skrivet ar pennad brasa anezañ ».

« Gwelomp petra a zo e-barz », a lavaras ar roue.

Neuze e voe galvet Dipadapa ar gwiñver, sekretour bras ar roue ha noter ar palez. E vicher a oa lenn d’ar roue al liziri skrivet-fall ha skriva e holl baperou. Gouzout a rae meur a yez ouspenn ar brezoneg. Ar galleg a zeue gantañ brao-tre, hag al latin hag ar gregach brao a-walc’h. Eul loen desket eta. Nobl a c’halvas ivez Lip-e-Bao. Dipadapa a ziskoulmas al las, ha Lip-e-Bao a lakaas e zourn er sac’h evit kemer ar paperou.

« O, met … petra ’santan en diabarz ? » eme ar c’haz.

Hag eus ar sac’h e voe tennet penn ar c’had lazet !

An holl a chomas souezet-maro. Ar roue a yeas droug ruz ennañ.

« A ! » emezañ da Dourter, « setu aze ar paperou a zo bet roet d’eoc’h gant Alanig ? Liziri trist, e gwirionez, ha skrivet gant gwad e-lec’h liou, ha gant eur gontell e-lec’h gant eur bluenn ! Penn Lammig an hini eo, hep douetañs ebet. A ! Alanig, al loen divalo, me ’garfe gwelout anezañ eur wech c’hoaz tost ouz va daoulagad hag ouz va c’hrabanou ! … Glac’haret oun dreist muzul ! »

− 88 −