Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/95

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

mignoned wella. Ouspenn dismegañs, naon o deus gouzañvet er prizon, hag hizio zoken, n’o deus ket bet eur begad da zebri. Evit o digoll eta, digoll hizio, ha digoll en amzer da zont, e roan d’ezo ha d’o bugale, Tourter ar maout, e wreg, e vugale hag e ouenn keit ha ma vezo al liou anezo war an douar, da lavarout eo, da viken ».

Nobl a droas e benn war-du an daou brizoniad (an daou-mañ a vousc’hoarze hag a selle gant daoulagad avius ouz ar paour kaez Tourter, rak naon bras o doa) hag a lavaras d’ezo :

« Va mignoned reuzeudik, aotre a roan d’eoc’h da daga kement hini eus gouenn Dourter a gavot war ho hent, e n’eus forz pelec’h : er c’hoad, war an hent bras, er c’horniou doun, er park pe er c’hraou. Aotre a roan d’eoc’h ivez d’ober droug da Alanig ha d’e ouenn kement ha ma karot, hag ar muia a vezo ar gwella. Ankounac’hait an droug am eus graet d’eoc’h, ha bezit hiviziken sujidi leal evel a-raok. Baroned oc’h bet anvet, bloaz ’zo. Adalek an deiz hizio oc’h anvet priñsed, hag, el lec’hiou ma komz ouzin an aotrounez diskabell, e roan aotre d’eoc’h da zerc’hel ho tog war ho penn. Setu ».

Lom, Job hag ar roue a sinas ar peoc’h. Ar maout a voe lazet ha debret, hag e ouenn a voe argaset e pep korn ar rouantelez. En deiz-se e voe enaouet evel eun tantad tangwall ha na vezo ket lazet ken ar gasoni villiget a vag an eil ouz egile gouenn Dourter ha gouenn Job, da lavarout eo, an deñved hag ar bleizi. Ha bremañ e welomp ar gasoni-se oc’h ober he reuz dre ar bed : kerkent ha m’en em gav dirak eun oanig, ar bleiz a ziskrogn e zent hag a ra eul lamm war al loenig paour. Hag ar gwasa, kredi a ra emañ ar justis

− 92 −