Pajenn:Riou - Ur barr-avel.djvu/1

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
UR BARR-AVEL


Yann ar C’herneis a dorras skouarn an alar bras en ur dreiñ douar-lann. Ar gontell a dalmas war ur wrizienn hag ar souc’h a risklas dindani. An alar a reas ur giladenn. Yann eus an haeloù a hope : ho ! Paotr ar c’hezeg a hope : hei ! Gant c’hwec’h jav o reudañ ouzh ar sparl, ar skouarn a lammas a dammoù eus an erv hanter-c’hraet.

— Hag adarre ! a lavaras Yann ar C’herneis.

Ar wazed a zistagas o c’hezeg.

Harpañ ’reas al labour e gwaremm ar menez, ha n’edo ket c’hoazh savet uhel an heol.


An noz a oa tost. Yann ar C’herneis a zistroe eus ar foenneg gant ur c’harrad melchon glas. Ar c’harr storloket war an hent digompez, a zraskas en ur skoasell. An ahel a dorras. Ar c’harr, en ur gouezhañ, a reas skilhoù gant ar rod.

Yann a zisternas ar gazeg eus al loc’hennoù hep distagañ komz.


Rummadoù kozh a zo war ar maez. Perc’henned pinvidik dreist-goñvor ha morse diezhomm. Ezhec’h hag a vev gant o feadra hep chal na tregas. Kouerien