paour-razh, re zienek evit magañ fiziañs, re voazet ouzh ar baourentez evit en em glemm, ha kalonek bepred en o labourioù tenn.
Yann ar C’herneis a oa bet darbet dezhañ, ur wech pe ziv, pignat eus an trede rumm d’an eil. Ar c’hleñved war al loened pe war an dud ; ar glav, ar sec’hor pe ar skorn o doa miret outañ cheñch stad. Hag hiziv, evit ma vezo rodet e garr ha troet ar waremm penn-da-benn, ez eo deut da foar Gastellin da werzhañ e ebeul.
Evit an trede gwech ar marc’hadour a c’hoarias an dro d’al loen.
— N’eus ket distaol ?
— N’eus ket.
— Distaol kant lur.
— Daouzek kant em eus lavaret.
Ar marc’hadour a hejas e benn, hag a reas an asvan da bellaat.
— Unnek kant, emezañ en ur zistreiñ.
— Kant ouzhpenn.
— Disteurel a ri… Unnek kant hanter ?
— Boued a zo dezhañ er gêr.
Ar marc’hadour a dremenas e zorn war gein al loen, a-c’hin d’ar blev.
— Gra dezhañ redek un tregont kammed, emezañ.
An ebeul a rede skouer.
— Derc’hel a rez da briz ?
— Ya.
— Kerik mat eo. Prez a zo warnon. Dao.