Pajenn:Riou - Ur barr-avel.djvu/4

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

a nije a-dreuz kêr, a gaouadoù skañv. Ne bare mui an heol er straedoù. Harpet edo e sklerijenn gant turumell serz ar C’hastell. Bannoù en em sile e gwez al lein ; an delioù, heoliet, a denne da laboused aour.

Tuf an tornaod gozh a voukae. Tren peder eur a c’hwitellas war bont Kerlobred. Gweturioù ar marc’had a rede etre ar plataned dizeil war-du Sant-Kouli ha war-du Meilhvern. Skeud an abardaez a c’houneze koad menez Bann-Nin, hag an heol o tiskenn, a enaoue war an diribin enep, aour al lann a tan ar brug.

Pe soñj a zeuas da Yann ar C’herneis ? peseurt menoz diboell a reas dezhañ arsaviñ war bont Kastellin ? peseurt planedenn yud a grogas en e zorn hag a reas dezhañ kemer e vilhedoù bank, hag o dispakañ war an aspled ?… A-boan ma edont dispaket, ur barr-avel a c’hwezhas hag o skubas er stêr.

Izeloc’hik e trouze ar skluz…

Dizaon ouzh treid ar c’hezeg, ouzh kerniel ar saout, ouzh rodoù ar c’hirri, Yann a dreuz ar pont en ur redadenn, hag a vount kement den a ziwar e hent. Ur gwaz a grog en e chupenn hag a glask e harpañ. Yann e wint ouzh ur maen benerezh.

Emañ dreist !…

N’emañ ket. Yann a c’hourvez ouzh moger ar stêr, evel taget gant ur pistig. E arc’hant a zo aet dreist ar skluz, hag e spered da heul.

E-harz ar skluz an dour a verv hag a eonenn ouzh ar c’herreg ; pelloc’h e tiskenn lizidour gant paper distrempet, roget, divalvoud, war-du ar mor tost.

Yann ar C’herneis a chome da alvaoniñ ouzh an dour. O welout an dud oc’h en em vodañ a-dreñv e gein, e teuas mezh dezhañ. Brallañ ’reas war e dreid ; e gorf a gostezas war-du ar gêr.

Heuliañ ’reas hent ar stêr vras gant kas ouzh an