hentoù darempredet. An dour a oa glas ha don. Aezenn ebet n’he c’hrize d’ar mare. Skeud an elo hag ar pupli gant o bodoù uhelvarr a oa difiñv. Koumoulennoù gwenn a dremene e don an dour. A-boan ma fiche war ar gorre ur bod elestr ha klogorennoù spoum.
En tu dehou, war an hent bras, un diaoul a stleje ur wezenn en istribilh ouzh an ahel. Ar rodoù a storloke hag a zraske war ar vein.
Ahel ha rodoù an diaoul ne dorrint ket.
Gweturioù ar foar a ya d’ar gêr d’an drot. Ur wetur a dremen skañv ha dillo. Un ebeul a zo staget ouzh al lost. Ne glever war an hent bras nemet hern marc’h al loc’hennoù. Saprennoù menez Bann-Nin a zo dilusk ha du.
En tu kleiz, ’harz e dreid, ar stêr a zo skedus ha moredet. An dour a zo touellus hag a sach. Ar c’hoabrennoù a dremen goustadikoc’h er strad ec’honaet.
Dre ma kerzh gant e hent, boud ur skluz all a dosta…
An dour a gan e bouilh an eonenn.
Hegas eo kan ar skluz.
Dre hentoù kozh ha meinek, Yann a dec’h e-giz ul laer.
Tennañ ’ra e dog en ur vont e-biou d’ar groaz.
Tavet eo kan ar skluz.
Ur barr-avel a dremen er gwez kistin…
Pa zegouezhas Yann ar C’herneis er gêr, edo ar wreg er stivell. Yann a ziwiskas e zilhad foar evit bouetañ al loened. Da c’hortoz ur rod nevez, e oa ret choukata bec’hioù geot eus al liorzh a-dreñv.
Yann a gemeras ur gordenn hag e falc’h.