Pajenn:Riou - Ur barr-avel.djvu/6

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Ar gwez avaloù a oa en o bleuñv. Ar frond tanav skignet el liorzh a oa heskinus en abardaez-noz.

Ar Falc’h a skrijas er geot.

— Graet hoc’h eus foar, Yann ? eme ur vouezh a-bell.

Yann a reas ul lamm.

— Ya, emezañ.

Ha Mari, o tiskuizhañ e toull ar gloued, a sammas adarre he boutegad dilhad kannet.

C’hwiled a safrone er serr-noz. Un askell-groc’hen a dremenas didrouz war an oabl. Ar girzhier a oa moredet. Ar bokedoù-laezh e tislive o delioù melen er gwrimennoù sin. Ur vogedenn a save eus ar siminal iliavek.

Frond ar geot, frond ar bleunioù, frond ar sev, frond an douar frouezhus a vouskane el liorzh…

Yann ar C’herneis a dennas un alanad hir, a leunias e skevent gant c’hwezoù an nevez-amzer, hag en em stagas ouzh ar groug.