Pajenn:Riou - Yun.djvu/1

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
YUN


Yun a veve gant e vamm-gozh en un ti paour, war gorre un dorgenn dizarempred. Gwelet e veze o hedañ ar c’hleuzioù, o tastum bodoù sec’h diwar an douar, pe, azezet er gwasked, o tommheoliañ.

Yun a veve pell diouzh an dud. Tremen a rae an diskar-amzer hag ar goañv hep diskenn zoken en draonienn, betek ar stêr. A-wechoù koulskoude, pa glañve ar vamm-gozh, ha ret dezhi chom war he gwele gant ar remm, Yun a yae, bep lun, d’ar vorc’h, da gerc’hat ur bara a bemp lur. Mont a rae, avat, dre wenodennoù pe a-dreuz an douaroù gant aon en em gavout, en hent, gant unan bennak. Melegan, mentet kaer, daoulagad dilufr dezhañ, ur varodenn rouez war gorre e vuzell, ha, war e elgez, ur vlevenn pe ziv, Yun a oa diskiant ha lent. Oadet e oa a dregont vloaz, ha n’en d’oa graet anaoudegezh nemet gant an avel arnev ha gant heol an torgennoù. D’an noz e selaoue kan ar garmelod.


Un abardaez hañv, edo azezet el liorzh. An heol, o tiskenn a-dreñv Koad Luzeg, a ruzie ar soulegoù. Mogedenn wenn an abardaezioù tomm a c’holoe ar stêr. Edo difiñv an amzer. Er gwez, al laboused a roe peoc’h.