Pajenn:Riou - Yun.djvu/10

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

— Seza…


Antronoz, d’ar mare eus an abardaez ma vez kerc’het ar saout d’ar gêr, Yun a ziskennas d’an draonienn.


… Me am eus kavet, ur mintin…


Hedañ a reas ar stêr ur pennad, hag ec’h azezas war ar geot, eus tu an dour. Er foenneg a-dreñv e taskirie buoc’hed ; un ebeul a zaoulamme en dro d’e vamm.

En tu all d’ar stêr, an heol a oa diskennet izeloc’h eget skourroù izelañ ar gwez pupli. Klouar e oa an amzer. Du-hont… kroz ar skluz. Marv e oa tizh an dour ha ne dremene daskren ebet war ar gorre. Un nadoz-aer a oa moredet war ar c’hegid. En ur vodenn haleg, ur vilfig a c’houlenne glav.

Ha bep ur mare, Yun a droe e benn.


Me am eus kavet…


Ur mevel a zigoras kloued ar prad. Ar buoc’hed unan hag unan, ar gazeg, an ebeul a gemeras hent ar c’hraou, en noz o tont.

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Ar skluz hepken a drouze en draonienn. Etre delioù ar c’hegid, Yun a welas ar stêr o wennaat, o lugerniñ. Al loar a baras en dour.

Yun a en em gavas genaouek.

Digarez da c’hoapaat a vezo kavet adarre.

Sevel a reas.

— Me ’lazho an den-se, emezañ.