War dorgenn an tu-all e safrone un dornerez. Poultrenn ha pell alaouret a nije dreist an evlec’h. Paotred bagol a youc’he.
Yun a selaoue.
Ur vodenn gelenn a drouzas a-dreñv e gein. Yun a savas trumm. Seza a oa dilammet dre ar riboul hag a oa dirazañ.
— A ’ta ! Yun, tizhet out bet ganin !
Yun a sellas outi.
— E piv edos o soñjal ? a c’houlennas ar plac’h yaouank. En ur bennhêrez, moarvat.
Daoulagad Yun a skedas.
— Sell ! Yun, ha dont a ri da zornañ warc’hoazh, e-lec’h chom amañ, war beg an duchenn, da zigeriñ da c’henou ?
Yun ne respontas ket… Ur plac’h yaouank a gomze outañ hep ober goap.
— Berr e kavi da amzer. Selaou du-hont…
Yun a bare e zaoulagad war an dorgenn. Lavarout a reas :
— N’ouzon ket dornañ.
— Deskiñ a ri, eme Seza. N’eo ket diaes dibellañ pe skubañ leur.
— Ha c’hwi a vezo ivez o tornañ ? a c’houlennas Yun.
— Sur e vezin : an dornadeg a vezo e ti va zad. Dont a ri neuze.
— Ma ! eme Yun.
Hag e tistroas e benn.
Seza, mall warni, a ziskennas dre ar wenodenn da vont da glask dornerien all.
Yun a selle outi.
Seza a bedas gwazed, a bedas merc’hed.