Pajenn:Riou - Yun.djvu/3

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

— Yun a zeuio da zornañ, emezi, en ur c’hoarzhin.

Hag ar baotred hag ar merc’hed yaouank dizalc’h a lavaras dezhi e vijent aet ivez.

Pa voe tavet an dornerezed, Yun a zistroas d’an ti. A-boan ma pismigas e voued. Ne gouskas ket mat. Pedet e oa bet da vont war zevezh, evel ur gwaz all…

Abred e savas, ha d’e vamm-gozh o c’houlenn digantañ da belec’h edo o vont, e lavaras :

— Da zornañ !…


War al leur e oa tregas.

— N’emañ ket skouer ar warenn.

— Re izel.

— Lak sav dindani.

— Laoskait an tousegi.

— Uheloc’hik.

— Aze ! Mat emañ.

— Piv a vo paotr an horzh ?

Paotred a dostaas.

Brumenn c’hlas ar mintin a save diouzh al liorzhoù, hag, etre div wrac’hell, e paras an heol.

Lan ar C’hor perc’henn an dornerez, a lavaras :

— Bremaik e vo tomm dimp.

D’an ampoent, edo Yun o tegouezhout.


Yun a oa savet dezhañ c’hoant labourat ! Degemeret e voe gant c’hoarzhadeg an holl. Div skubelenn, unan vezv hag unan gelenn a oa gantañ war e skoaz. Den ne glevas Seza o c’hervel d’an dijuni.

— Ha ! ha ! Yun, eme Lan ar C’hor, ne vanke nemedout. Ar strapennoù a chom da blantañ hag e