— Hôôô !… N’emañ ket kompez an dornerez.
Neuze, e kreiz al leur, ur skubelenn vezv gantañ war e skoaz, Yun a ziroll da c’hoarzhin, da c’hoarzhin da vougañ.
Yun a ra kement a vez lavaret dezhañ ober : dibellañ, ober skoilh gant e droad d’an dougerien plouz, sammañ o sac’hadoù d’an dougerien greun, treiñ an hejerez, a bennadoù ; dieren, teurel war an daol, tennañ digant an dornerez ha rozellañ war ar bern. An dour-c’hwez a ver puilh diouzh e dal.
Seza a lavar dezhañ :
— Re e labourez, Yun ; arabat labezañ da gorf, evel-se.
— Yun a zo ur marc’h, eme ar Saliou.
— N’eus ket ur gwaz par dezhañ war al leur, eme ar Jaouen.
Ha Lan ar C’hor :
— Yun !… Deus amañ da deurel war an daol !
Ha Yun a daol war an daol, hag eñ e-unan o tieren.
— Skourjez d’ar c’hezeg, mallozh ruz ! a c’harm Lan ar C’hor.
An dornerez a groz, ar greun a skrij ouzh ar potin, ar siminal a zislonk poultrenn ; kanastelloù an hejerez leun a blouz a zo start da dreiñ ; an dougerien a c’houlenn dougerien all.
Yun a daol war an daol… Hogen, kerkent dispaket ur malan emañ sachet gant an daboulin. Dramm ha dramm ez a ar c’herc’h er c’houfr, ha, goude pep dramm, e tregern, goullo, an dornerez.
— Hei ! eme ar C’hor.
Yun a dorr an ereoù, gant e zaouarn, a daolioù treid.