Ar Saliou a sil un dra bennak e skouarn ar boueter.
— Va dornerez a zo nevez, a zo respontet dezhañ.
Ha daou zramm e genou an dornerez, ken e term.
Ar c’hezeg a eonenn gant ar wakol hag ar sugelloù. Un dorner a hop :
— Kerc’h d’ar c’hezeg, ha da evañ d’ar baotred !…
An ozhac’h a gemer un dornad plouz diouzh an hejerez hag a vrall e benn.
— Drailhañ plouz nemetken !
Ar wreg a zegouezh gant ur voutailhad hini kreñv.
Yun a azez. An dour-c’hwez a roudenn e zremm poultrennek. Seza a zeu d’e gavout :
— Skuizh out, emezi.
— Ya, eme Yun.
— Arabat labourat re. Bremaik e teui ganin da hejañ plouz.
Ha d’ar c’hrogad all, Yun a gemeras ar forc’h koad hag a hejas plouz gant ar bennhêrez. Hag ar bennhêrez a gane :
Me am eus kavet, ur mintin,
Un durzhunell eus ar bloaz-mañ…
An dornerez a droe ingal. Paotred ar rozelloù a eilbike merc’hed ar restell ; troer kozh ar wenterez a rae outo luchadennoù hag a c’hoarzhe gant e c’henou dizant :
— Hi ! Hi !
An dornerez a zo tavet, ar baotred a zisparl o c’hezeg ha, goude o dourañ, o stag dindan an avalennoù gant o bec’h melchon dirazo. Paotred ha