Pajenn:Riou - ar goulenn.djvu/5

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

gavotenn, ha pennhêrez ar Gili a goroll laouen en he gloar. Izidor a astenn e benn er vodenn gelvez evit gwelout gwelloc’h.

Ar gorollerien a zo aet adarre er penn all d’ar bourk war ar blasenn, hag Izidor a chome gourvezet war ar c’hleuz hag astennet e benn er vodenn gelvez, o sellout hag o selaou. Ar morzhol, ehanet ur pennadig, a zeraouas adarre da lopañ war an annev, e govel ar Vuzid. Izidor, avat, ne gleve ket al lopadennoù war an annev. Un dra bennak a drouzas a-dreñv e gein, er foz. Ober a reas ul lamm. Edo ur yarig o tiskrabat an delioù sec’h… Kemer a reas ur maen hag hen bannas outi… Ha c’hoarzhin a reas outañ e-unan o welout ar yarig gloazet o c’hournijal gant ur jilgamm.


An abardaez a oa deut. Izidor n’en doa ket graet e gefridi. Chomet e oa re bell da selaou ar biniou ha da sellout ouzh an dañs…


Noz e oa, ha koaniet o doa tud an eured e Landremel, hag eñ a chome bepred kludet war e gleuz… Ar yaouankizoù a dremenas e-biou dezhañ evit mont da Benn-ar-Pont da ambrougañ an dud nevez. Kanañ a raent en hent don. An noz a oa klouar ha sklaer gant al loar en he c’hann.


Izidor a ziskennas neuze eus e gleuz evit mont da brenañ kafe hag odivi war ar blasenn. Nemet prestik e teuas soñj dezhañ e oa diwezhat ober e gefridi ha ne oa mui ezhomm er gêr eus ar varc’hadourezh kemennet. Treiñ a reas en ostaleri ar Vuzid.