Pajenn:Riou - geotenn ar werc hez.djvu/3

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

vleunias en tiez. Bleunienn a c’hoanag ebet ne zigoras e kalon Lotea.

An tad a vire outo digeriñ.


Hag ar vugaligoù, krouet war-lerc’h al labourioù tenn, en amzer klouar ar peurzorn er bloavezh tremenet, a richanas e-giz laboused. Bleunioù ar gwez a c’holoas al leton.

Hag, er mare-se, an tad a lavaras ur wech c’hoazh e oa ret gortoz ur pennadig.

Ar vamm a hejas he fenn ha ne lavaras ger.


An dornerezed a voudas. C’hoarzhadeg ar yaouankizoù a skiltras war al leurioù dornañ. Lotea ne c’hoarzhas nag er poultrenn nag er pell ha ne skiltras ket he mouezh e boud an dornerez ; den n’he c’halvas, den n’he choupas, den ne bokas dezhi. Edo war he gwele pa oa dornadeg e ti he zad.

E-pad ur c’hornad butun, un dorner a c’houlennas digant an ozhac’h :

— Ha da verc’h, penaos emañ-hi ?

— Gwelloc’h eget ne gav dit, emezañ, krenn.

Daou zorner all, bet o tanañ ur c’horn en ti, a oa dres o lavarout en ur zistreiñ d’al leur :

— Lotea he deus skopet gwad.

— An dornerez en-dro ! a lavaras an tad. Hag eñ d’an ti.

Lotea morlivet war he gwele, a vousc’hoarzhas dezhañ.

— N’eus droug ebet, emezi.

An tad a zistroas d’al leur.

— Ne grede ket din, e soñje, edo hi ken fall. Petra a vo graet dezhi ?… Pelec’h e vo soursiet outi