Pajenn:Riou - geotenn ar werc hez.djvu/6

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

fiñvas etre e dreid. En tu all d’ar c’hleuz un aneval a zaoulammas e strouezh ar foz hag a drouzas er c’helenn.

— Pemoc’h ! a lavaras ur vouezh.

Kefioù an targosoù a dridas war an oabl.

— Pemoc’h ! a hope an targosoù.

An avel a c’hwitellas en-dro dezhañ.

— Pemoc’h ! a c’hwitelle an avel.

Ar vein kizidik a skrijas da bep kammed dindan e dreid.

— Pemoc’h ! a skrije ar vein.

An hini kozh a yeas buanoc’h. Ar mouezhioù euzhus a rede d’e heul, a greske, a dregerne er parkeier, er c’hoadoù, a damalle, a vrude…

— Pemoc’h ! a c’harmas ur vouezh all.

An tad a zisac’has eus e sav e kreiz an hent. Klevet en doa fraezh e poull e galon mouezh e verc’h Lotea o tamall he marv d’e bizhoni.

Nann. Ene Lotea a oa pell diouzh ar safaroù douarel, pell diouzh hor c’harrhentoù…


Evelato, pa dremenan e karrhent ar gwezvoud, poan am eus krediñ n’emañ ket anal Lotea e frond ar bleunioù hag he mouezh e boud an aezhenn pa glevan bep gwech ar c’homzoù a lavare din, p’edo harpet ouzh man ar c’hleuz, en he hent diwezhañ : Ne zigor ket bleunioù e geot ar Werc’hez.