Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/13

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ




Eur sizun a oa tremenet goude ar gouel, hag ar roue en em lakae ouz taol gant an duged hag ar varoned ; ar rouanez a oa en tu dehou d’ezañ.

Edont da vat o tebri, pa zigoras dor ar sal, hag eur mevel a zeuas, hep beza galvet, da lavarout d’ar roue :

« Mestr, Lostigloan a zo degouezet er palez, hag eun dra bennak en deus da lavarout d’eoc’h, dioustu. »

« Mat », eme Nobl, « lavar d’ezañ dont d’am c’havout, ha, ma plij d’ezañ, e torro e naon ganimp ».

Lostigloan ar c’honikl a zeuas eta er sal.

« O roue hag aotrounez », emezañ, « me ho ped da gaout truez ouzin ha da veñji ac’hanoun. Darbet eo bet d’in beza lazet gant Alanig al louarn. Dec’h vintin, war-dro c’houec’h eur, e oan o tremen e-biou d’e gastell, ha kredi a rae d’in n’em boa ket aon da gaout. Alanig a oa azezet war eur gador, e toull an nor, gwisket gantañ dilhad beaji. Mont a raen buan gant va hent, rak mall am boa da zont d’ho palez. Sevel a reas, kerkent ha ma welas ac’hanoun, hag e hopas d’in :

« Oc’ho ! Lostigloan, bras eo an tamm ganeoc’h hizio pa ne saludit ken ho mignon Alanig ».

« Salud d’eoc’h », emeve, « n’em boa ket taolet evez, gant ar pres a zo warnoun. Dont a reas tre d’am c’havout, astenn a reas e zourn, ha me dinec’h a astennas va hini evit e starda ; padal al loen a daolas war va choug e grabanou milliget. A ! an treitour ! doun eo bet e ivinou em c’hil, rak ivinou lemm en deus, ivinou hir ha kalet ! Pilat a reas ac’hanoun war an hent. Kredi a rae d’in e oa graet va stal d’in. En em zifenn a ris ar gwella ma c’hellis, hag, en eur zifreta, e teuis a-

− 11 −