« Roue », emezañ, « selaouit eun ali all, eun ali at, ha marteze, an ali fura. Kasit eur c’hannad da Gastell-al-Laer evit gwelout hag-heñ eo gwir ar pez o deus lavaret Lostigloan ha Duard, ha roit urz da Alanig, mar demañ c’hoaz er gêr e-lech beza war hent an Itali, da zont dioustu d’ho palez da damall e gaou e holl enebourien, pe da veza krouget war an taol mar deo heñ ar gaouier hag ar muntrer ».
« Brao, Skilfeg ! » a lavaras Job, « ho lagad a zo lemm ha lemmoc’h c’hoaz ho spered. Ya, ar pep gwella eo lavarout d’al louarn-se dont amañ. Ni a welo goude se ar pez a zo d’ober ».
Lom a soñje :
« Ma teu an amprevan amañ eur wech c’hoaz, eo graet e stal dezañ ken buan ha lavarout : evel-se beza graet ».
Hag al loen gros ne oa ket evit mirout da c’hoarzin.
Job a lavaras d’e dro :
« Karout a rafe d’in e vefe lavaret da Alanig dont amañ dirak lez hor roue. Ne damallin ket anezañ, e doare ebet : gouzout a rit holl, koulz ha me, en deus lavaret gaou d’ar roue ha graet goap outañ. Touet en deus e oa eun teñzor burzudus en eur waremm bennak er Yeun-Elez, tost dar Youdig, ha n’eus eno teñzor ebet ! Touet en deus dirazomp holl en divije hiviziken bevet eur vuhez skouer ha kristen hag e vije aet d’an Itali d’ober eur birc’hirinadenn hir evit ober pinijenn ! Hag eo chomet braoik-tre en e gastell, hag e vev, nann diwar an aluzen, met diwar goust buhez ar c’honikled, ar yer hag an holl loenedigou kaez, re gredus e ger an amprevan ! Lostigloan eo ruz-gwad e benn. Sellit outañ ! Gwelit : n’en deus mui nemet eur skouarn ! Ar skouarn all a zo bet, pell ’zo, fritet ha