Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/24

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

pez a lavaran, warc’hoaz ez in ganeoc’h da Gemper, d’ar palez, hag e lavarin d’ar roue dirak an dudjentil : « Setu Alanig al louarn ». Gwelet e vezo gant piou ez aio ar maout, gant va enebourien pe ganin-me. Da c’hortoz, deomp da zebri eun tamm. Ma n’oun ket evit rei d’eoc’h eun durzunell d’ho koan, eur c’honikl kuilh a zo war an daol, gant sos amann rouzet ha gwin Bourdel dek vloaz evit lakaat anezañ da ziskenn. Ma n’eo ket pred roue Babilon, ne vo ket kennebeut pred eur Boudedeo. Deomp. Met, dreist-holl, na gomzit ket d’am gwreg eus kounnar ar roue. Lavarit d’ezi emaoc’h o pourmen dre ar vro hag oc’h deut, en eur dremen, da renta d’imp eur salud. Me a zisplego d’ezi va-unan goude se va beaj da Gemper ».

Degouezet e oant er c’hastell. Gwreg Alanig a oa er gegin war-dro ar c’honikl o rosta er forn, goustadik. Bugale Alanig, daou baotrig kaer, Perig ha Fañchig, a oa da vat o c’hoari kanetenn war al leur-di.

« Na pegen bras int deut ! » eme Flaer. « Ne ra ket o c’horf goap ouz ar boued ».

Alanig a c’hoarzas, lorc’h ennañ o klevout e eontr o fougeal e vugale :

« Bugaligou, petra ’vez graet pa zeu tonton en ti ? »

« Salud, tonton », eme an daou vugel, en eur zic’haloupat da zont da bokat d’ezañ.

Flaer a furchas en e c’hodell hag a roas d’ezo bep a wenneg.

« Sell ! »

« Petra ’vez lavaret ? » eme Alan.

« Bennoz Doue, tonton », a lavaras an daou vugel,

« Mat, it da c’hoari en-dro ».

− 22 −