Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/25

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


« Piou a c’hounez ? » a c’houlennas Flaer.

« Me, tonton », a lavaras Perig.

« Me, me », a lavaras Fañchig. « Perig ne ra nemet ober bisk ».

« Bugaligou kaer », a lavaras Flaer, « daou louarn hag a vezo diwezatoc’h re bar d’o zad ».

Alanig a c’hoarzas adarre, ar c’hreñva ma c’hellas. Sila a reas e pleg skouarn e eontr :

« Bremañ e c’hellomp mont da zebri e peoc’h. Va gwreg eus ar gegin he deus klevet ac’hanomp o c’hoarzin gant ar vugale, hag a gredo oc’h deut d’ober eur gweled d’imp a-hed eur bourmenadenn. Biskoaz ne soñjo e kounnar ar roue Nobl. Pa gemer amzer an tad da c’hoarzin gant ar vugaligou, emañ mat ar jeu en ti hag er-maez ».

Hag an daou gompaer a c’hoarzas.

« Chann », a hopas Alanig, « poaz-mat eo ar c’honikl ? Degasit anezañ buan war an daol, ma vo gwelet ha talvezout a rae ar boan redek kement war e lerc’h. Flaer a zo deut da weladenni ac’hanomp, ha naon en deus ».

« O, amzer am eus, va niz », eme Flaer.

Ar c’honikl hag ar gwin Bourdel koz a voe degaset war an daol. Debri a rejont mat, eva a rejont gwelloc’h. Alanig a glaskas divinadennou. Flaer a gontas rimadell ar gazeg wenn. Perig ha Fañchig a laere an eil digant egile ar gwella tammou kig : abred e krogent gant o micher. Chann, gwreg Alanig, a oa eürus.

Goude koan, Alanig ha Flaer a reas eun drôad war ar maez. An noz a oa sklaer gant al loar o para. An niz en doa c’hoant da baka eul loenig e gig tener en enor d’e eontr. Hogen ne vez ket atao loened o c’hig tener o redek ar gwaremmou. Ne zeuas konikl

− 23 −