Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/27

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


« Warc’hoaz eta », eme Alanig, « ez in gant va eontr da Gemper. Gounit a rin ar prosez. Da c’hortoz, deomp da gousket ».

« Nozvez vat ha chañs vat ! » a lavaras Chann, en eur sec’ha gant korn he zavañjer an daerou a goueze a bep tu d’he fri.

Mont a rejont da gousket.

Flaer a c’hourvezas war eur gwele tomm ha blot graet gant deliou sec’h hag eun dournadig foenn strewet war al leur-di. Alanig, heñ, ne gouskas ket. Gwall nec’het e oa, rak e goustiañs ne oa ket divorc’hed. Klask a rae petra a oa ar fura d’ober antronoz vintin, penaos saludi ar roue, peseurt geriou lavarout evit diskouez e oa glan ha digablus, hag e oa gevier holl an torfedou tamallet d’ezañ. Soñjal ha soñjal a rae. Hanternoz a sonas ; eun eur, … div eur, … teir eur, … Sklerijenn an deiz a darzas war werenn ar prenestr. Alanig n’en doa ket serret eul lagad. Sevel a reas.

« Flaer », emezañ, « poent eo sevel ; uhel emañ an heol ».

Flaer, gwenn e goustiañs, en doa kousket mat. Ret e oa bet da Alanig ober eun hej d’ezañ evit pellaat dioutañ ar c’housked. Flaer a azezas war e goazez, a zistagas ar pikouz diouz e zaoulagad, hag a savas. Alanig a lavaras kenavo d’e wreg evit eun nebeut deveziou. Chann a ouele. He c’halon a grene muioc’h-mui.

« Diwallit mat », emezi goustadik, « gant aon e c’hoarvezfe eur gwalleur bennak. Soñjit en droug hoc’h eus graet. Diwallit diouz hoc’h enebourien, rak hini ebet anezo ne bardono d’eoc’h. Soñjit hoc’h eus eur wreg ha daou vugel ».

− 25 −