Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/28

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


« N’en em chalit ket kement, Channig kaez. An hini a ra bil a zo teurt ha vil, evel ma vez lavaret e Pont-’n-Abad. Bezit dinec’h. Me ’vo adarre er palez eul louarn glorius, pe n’eo ket Alanig va ano. Distagellet-mat oun bet, hag an teod a zo em genou en deus kement a finesa ma laka an du da zont da wenn hag ar gaou da veza gwir ken buan ha lavarout : amen. Kenavo eta, Channig. Me a zegaso evit ar vugaligou eus Kemper kouignou rezinennet, gwestell prunennet, krampouez dantelez, skañv da zebri evel eur gavotenn da zañsal. D’eoc’h-c’houi e prenin dantelez ha perlez, hag evit ar pardoniou eun davañjer voulouz glas, ar vrava hini eus ar re gaera a vez kavet er staliou, e straed ar roue Gralon ».

Hag Alanig hag e eontr a gerzas kuit.

− 26 −