Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/34

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

riet d’ar paour kaez Job er waremm a welit du-se, war an dosenn. Darbet eo bet d’ezañ mervel, ha n’ouzon ket zoken penaos n’eo ket bet lazet war an taol. Gwelout a rit pegen du, pegen lovr eo va c’houstiañs. Met vad en deus graet d’in displega d’eoc’h va fallagriez. Bremañ ouzoc’h sklaer ha fraez an torfedou am eus graet. Aesoc’h e vezo d’eoc’h difenn ac’hanoun dirak lez-varn ar roue ».

Flaer a respontas :

« Gwall dorfedou hoc’h eus graet, va niz. Lammig ha Tourter a zo maro-mat, hag evidoc’h kaout keuz ha keuz bras, ne zeuio hini ebet anezo da veza beo en-dro. Nobl ar roue a anavez ho holl dorfedou, ha bremañ e komprenan perak ez eo kounnaret-ruz. Diaes a-walc’h eo d'ar gwella alvokad difenn ac’hanoc’h dirak al lez-varn. Bezit keuz, va niz ha va mignon, o ya, bezit keuz, rak en eur stad gwall drist en em gavit, ha marteze n’emañ ket gwall bell hoc’h eur diweza. Nobl, pa vez kounnaret, a zo eur gwall roue, hag ar wasa tra a c’hello c’hoarvezout ganeoc’h !… »

« Ar gwasa tra, va eontr ? » eme Alanig. « N’en em chalit ket kement. Ba, ba, ba ! N’en devo ket ar roue eur vlevenn zoken diwar va fenn. A ! ma oar unan bennak en em denna braoik-tre eus ar spontusa troiou-kamm, Alanig al louarn an hini eo. Petra fell d’eoc’h, n’oun ket evit tremen er bed-mañ eur vuhez ken santel hag hini eur manac’h. Re zouget oun d’ar pec’hed, douget gant va natur ha gant gwad ar ouenn. Gouzout a ran e kousto ker d’in eur wech bennak, rak ar pec’hedou a vez atao mod pe vod kastizet. Petra fell d’eoc’h, an hini a bren hag a werz mel a lip alies e vizied. Lammig a blije d’in : koant e oa, kuilh e oa, hag eun dudi sellout outañ. Alies e tremene dirak

− 32- −