Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/38

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

nez dreist pep tra, c’houi a gar ar justiz. Ho lezennou a zo diazezet war ar furnez, ha dirak ho lez-varn e c’hounezo eul loen divlam war eul loen kablus. Eur roue just a zo eun teñzor evit an holl dud. E Kerne hag e Leon ne glevan e ti va mignoned nemet meuleudi evidoc’h. Hervez ma lavaront, n’eus ket bet er vro eur roue ken mat abaoe ar roue Salomon. Bez’ ez eus kalz tud all hag a vousc’hoarz dirazoc’h, hag a stou o fenn dirazoc’h, ha n’ouzont nemet ho meuli pa vezont dirazoc’h. Dirazoc’h e lavaront : roue galloudek, roue glorius, roue leun a furnez hag a vadelez. Met, pa o deus troet o c’hein e vez klevet eur gaoz all. Evel ar gwenneien, an dud o deus daou du ; ha pa vez sellet piz ouz o ene, e vez gwelet n’int mat nemet da veza taolet e renk ar gwenneien faos. A ! ma tougfe pep hini war e dal ar menoziou fall a zo kuzet e dounder e galon, ouspenn unan eus an aotrounez a zo er sal-mañ a stoufe buan e benn. Met n’oun ket deut amañ da damall ar re all na da zisplega an holl droiou kamm o deus graet. Dont a ran, loen tamallet e gaou, da glevout ho parnedigez ha da c’houzañv prizon ha galeou ma selaouit va enebourien, pe da vont ac’han, uhel va fenn hag enoret gant an holl, ma selaouit mouez ho koustiañs hag hini ar justiz. »

An holl loened a dostaas da selaou Alanig, hag, o klevout e gomzou, e choment souezet-maro.

« Na pebez hardisegez ! » a lavare Job.

« Mantrus eo », eme Lom.

« Eur vez ! » eme Lip-e-Bao.

Penaos ? Torfedou Alanig a oa anevezet gant an holl, ha mil bell ’zo en doa dellezet al loen ar maro

− 36 −