Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/40

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


« Roue », emezañ, « hervez meur a hini em eus dellezet ar maro… »

« A gred d’in ».

« Roue, daoust ha plijout a raio ganeoc’h selaou ac’hanoun eur pennadig c’hoaz ? »

« Komzit, ha bezit berr, dreist-holl ».

« E gwirionez e lavaran d’eoc’h, roue galloudek, ma kav d’eoc’h em eus dellezet ar maro, va lezit da lavarout d’eoc’h hoc’h eus selaouet va enebourien gant re a vadelez. Klevit. Daoust ha n’oun ket bet ho prasa mignon er reuz hag er gwall zarvoudou ? Piou en deus roet d’eoc’h an aliou fura, er brezel hag er peoc’h, ma n’eo ket Alanig ? Met va deskadurez ha va furnez a zisplijas d’am enebourien. Ha ni, neuze, emezo, ne dalvezomp netra ? An avi, ar wasa avi, a grignas kig o c’halon, ha heti a rejont va maro abaoe an deiz m’o doa graet anaoudegez ganin. Ha kredi a ra d’eoc’h e vijen deut d’ar palez ma vije bet eun torfed bennak war va c’houstiañs ? An hini a zo kablus a dec’h atao diouz ar barner, ha me, panevet oun divlam, ne vijen ket bet gwelet amañ. Chomet e vijen em c’hastell, e holl zoriou serret, prennet ha sparlet. Ne vijen ket deut er-maez evit aour ar bed holl. Met den onest ebet ne gavo netra da rebech d’in. D’ho lez-varn oun deut evit diskouez n’eo nemet gevier an torfedou a zo tamallet d’in ».

« Gwir eo », a soñje ar roue, « pa vez unan kablus, e tec’h diouz an archerien ha diouz ar varnerien ».

« Lostigloan », eme Alanig, « a damall ac’hanoun, pa ne vezan ket dirazañ. Setu oun degouezet. Pelec’h emañ, ma vo gwelet gant piou emañ ar wirionez ? Me a zisplego d’eoc’h eeun ha fraez ar wirionez, ma karit teurel evez ha digeri ho tiouskouarn ;

− 38 −